![]() Главная страница Случайная страница КАТЕГОРИИ: АвтомобилиАстрономияБиологияГеографияДом и садДругие языкиДругоеИнформатикаИсторияКультураЛитератураЛогикаМатематикаМедицинаМеталлургияМеханикаОбразованиеОхрана трудаПедагогикаПолитикаПравоПсихологияРелигияРиторикаСоциологияСпортСтроительствоТехнологияТуризмФизикаФилософияФинансыХимияЧерчениеЭкологияЭкономикаЭлектроника |
Diviz VI
Yann Gerbras a zeu tre. yann — Pebezh reuz ha cholori, amaс c'hoazh! nolwenn— Ya, ma zad, daoust hag-eс e vez lakaet aman gwin e barrikennoщ lous? Ha n'eo ket hor botennad «Heol Aour» an hini gwellaс tout? yann — Geo emichaсs, an hini gwellaс, an holl a oar se abaoe amzer ma zad! erwan — An holl a oar em eus bet ar vedalenn warlene, hag em bo anezhi c'hoazh, n'eo kel ho chug-frouezh piket, ha n'eo mat nemet da zeviс ar stomok! yann — Devet da empenn, da gentaс, hag empenn tud da familh, an Dourlosket! Ho moereb a oa bet ret he c'has da di ar re sot! erwan (Strafuilhet.) — Ha c'hwi, sorser kozh, n'oc'h mat nemet da lakaat reuz e kement bodadeg a zo! yann —Ha te, bepred, da dad... a oa ur pezh lonker! Erwan a gemer krog en daol, n 'hell ken analiс. nolwenn (Oc'h ober goap.) — A! Ur paotr ha ne c'hell ket c'hweshaat chug-rezin zoken, hep kouezhaс fall. erwan—Bleupaj, bleupaj!...A! Ma zad, ma zad... en em santout fall a ran... Ma c'halon, ma strimper! Berranal zo warnon. (Analiс a ra div pe deir gwech, gant ar strimper.) YANN — Na divergont ar paotr-maс! O tabutal dibaouez, sotonioщ atav ganit! erwan — O! O! Ar waskenn a zo warnon (Strebotal a ra.) 'an da vervel, sikour, harp (Horjellaс a ra.)... Gevier, gevier! (Kouezhaс a ra war ar gador-vrec'h.) yann — Sell, gwad irvin a zo gant hemaс. noiwenn (Strafuilhet en un taol.) — O! O! Ma zad! Petra a c'hoarvez gant Erwan? (Tostaat a ra.) Sell pegen drouklivet eo! (Lopatat a ra war e zorn.) Marv eo, marv eo! (Krial a ra.)... Petra hoc'h eus graet ma zad! yann (O tostaat.) — Ya, marv eo! nolwenn (O tifronkal.) — O ma zad! Petra hoc'h eus graet, petra! Ar paour kaezh Erwan! Lazhet hoc'h eus anezhaс! yann — Lazhet? Me? (Tostaal a ra gant ur werennad dour, ha klask dihuniс Erwan.) A! Analiс a ra. Fiсval a ra! Dont a ra war c'horre! Nann n'eo ket marv! Ev ur bannac'h, Erwan! Dihun, ma faotr kaezh! nolwenn— A! Gwell a se! Gwell a se! Brav! Pare eo enta! Erwan gaezh! Erwan! erwan (O fiсval.) — Petra 'zo? Petra 'zo? Pelec'h emaon! O ma zonton! yann — Mat! Goustad, ma mab, goustad, bremaс!... Ha goude! (Tapout a ra a daol-trumm dorn Nolwenn, ha lakaaat anezhaс e dorn Erwan.) A! Ma bugale, brav ma faotr! Ya, ya! Bez laouen! Dimeziс a refet ho-taou! Ha dizale! erwan (Hanter badaouet c'hoazh.) — Petra? Dimeziс? Me? nolwenn — Ya! Ganin, Erwan garet! Ar goulenn dimeziс. En urzh emaс pep tra bremaс! yann — Hag e vefot eurus! En em vriataat a c'hellit 'ta! nolwenn — A, gwall laouen on! (Pokat a ra da Erwan.) Ha te, Erwan gaezh, laouen out? erwan — A, ya, laouen on, Nolwenn garet! yann — Kaer, diouzh ar c'hentaс! Ha bremaс eo ret lidaс an dra-maс en ur evaс ur bannac'h gwin gwenn. erwan (O sevel trumm.) -— Met diouzh ma gwin - me ‘vat. nolwenn — Nann 'vat! Diouzh hon hini-ni hag a zoanhini gwellaс! erwan — Nann, ma hini eo ar gwellaс! nolwenn — Ma hini! erwan (Garv) — Ma hini, a lavaran. yann — Peoc'h ho-taoщ! Diouzh an daou win evo evet! Dimezet oc'h! Ha lidet evo dizale an eured! 'M eus aon, e vo tabut ha chabousalies er menaj! Genver 1998
|